Kendalc'h Yalta

Pennoù ar gevredidi e-pad ar c'hendalc'h. A gleiz da zehou Winston Churchill, Franklin D. Roosevelt ha Jozef Stalin.

Jozef Stalin, Franklin D. Roosevelt ha Winston Churchill a voe bodet eno etre ar 4 hag an 11 a viz C'hwevrer 1945.

Alies-kaer e vez lennet e vije bet rannet ar bed e Yalta. N'eus netra er feur-emglev bet sinet eno a yafe a-du gant ar soñj-se.

Ar c'hontrol a oa en "Disklêriadur diwar-benn an Europa dieubet" zoken. Ne oa ket anv a lezel reter Europa dindan an URSS : diouzh karta an Atlantik e lakae sklaer "gwir pep pobl da zibab e vod da vezañ renet".

Ar brezel yen an hini eo a zo kaoz eo bet rannet Europa.


Developed by StudentB